Instrumenten
Ensembles
Opera
Componisten
Performers

Woorden: Nolwenn Leroy. Karantez Vro.

E korn va c'halon 'zo ur gleizhenn
'Baoe va yaouankiz he dougan
Rak, siwazh, an hini a garen
Ne gare ket pezh a garan.
En na gare nemet ar c'heriou,
Ar moriou don, ar broiou pell,
Ha ne garen 'met ar maeziou,
Maeziou ken kaer va Breizh-Izel.

Ret' voe didab 'tre div garantez :
Karantrez-vro, karantez den.
D'am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lezet da vont 'n hini 'garen.
Biskoazh klevet kelou outan.
Ar gleizhenn em c'halon zo chomet
Pa ne gare ket pezh a garan

Pep den a dle heuilh e donkadur :
Honnezh eo lezenn ar bed-man.
Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur,
Met 'gare ket pezh a garan.
Dezhan pinvidigezh, enoriou,
Din-me paourentez ha dispriz.
Met 'drokfen ket evit tenzoriou
Va Bro, va Yezh ha va Frankiz.

(Merci a Lau'Isa pour cettes paroles)